ma c'hevrad
D'ar merc'her 7 a viz Gouere em eus resevet ma c'hevrad evit mont da gelenn e skol ar "Petit Prince" (ar Priñs Bihan" e Palestine (e broioù dalc'het ?). Goulennet em eus gant Bety Le Gall ar bilhed evit mont di. Mall am eus. Emaon o lenn ul levrig am eus prenet e 1995 gant la Fondation de France : Malle de jeux internationale, restaurer l'activité ludique des enfants dans les situations de crise. Ken laouen on da vont di. Ken laouen. N'am eus nemet karantez tro dro din. Setu ec'h echuan ma fennad gant ur frazenn eus Jean Jaurès "On n'apprend pas ce que l'on sait, on n'apprend pas ce que l'on veut, on n'apprend ce que l'on est". Warc'hoaezh e vo deiz ha bloaz ma merc'hig Anna. Ma merc'hig din me. Anna. Deiz ha bloaz laouen dit ma merc'hig.